Aet eo Soïg Siberil d'an anaon
Kantadoù a dud a oa bremaik n'em vodet 'ba sal Glenmor, 'ba Karaez, da lâr kenavo evit ar wech diwezhañ da Soïg Siberil. Soïg Siberil, soner gitar ampart a Vreizh-Izel, a oa aet d’an anaon disadorn, da heul ur c’hrign-bev. Dek vloaz ha tri ugent 'noa. Dirak e familh, e vignoned, ha dirak ul lajad a sonerien ha sonerezed e oa bet dalc’het an obidoù.
En o zouez e oa Nolwenn Korbell, a anaveze mat anezhañ.